Keleier ar vro d'al Lun 11 a viz Mae 2026
Kinniget eo bet ar c'heleier ar mintin-mañ gant Metig Jakez-Vargas
Tri devezh 'zo e oa lañset ar Redadeg !
An dekvet hini a zo dalc'het ar bloaz-mañ. War-dro 2200 km dre heñchoù Breizh a vo redet evit ar brezhoneg. Digwener 'oa an devezh-loc'hañ e Lannuon, e sal an Ursulinezed. Benjamin Bouard a oa bet o reportajiñ eno.
Lidoù an 8 a viz Mae
D'an 8 a viz-Mae e vez merket fin ar brezel diwezhañ. Enoret e vez ar re a oa bet lazhet gant an Nazied ha lakaet e vez bleunioù tro-dro da vonumantoù ar re varv...Met bremañ ne vez ket gwelet kalz tud o lidañ an devezh-se. Penaos vo graet pa vo aet tout ar re gozh kuit ? Ha peseurt talvoudegezh 'neus an devezh-se en deiz-hiziv ? Benjamin a oa bet o c'houlenn an dra-se digwener e Karaez, dirak monumant ar re varv, e-lec'h ma oa en em vodet un tri-ugent den bennak evit an 8 a viz-Mae.
Ha da glevet ivez er' c'heleier :
- Kresket eo pouez an tu-dehoù pellañ e bro Saoz hag hini an dizalc'hourien e bro Gembre
- 200 000 a dud o deus treuzet mor Breizh dindan eizh bloaz
- Dieubet zo bet daou vartolod eus ar flotilla evit Gaza dec'h
- Tommañ a ra an hin e kevandir Europa div wech buanoc'h eget peurrest ar bed
- Ur ger war ar sportoù